Frifurch 13 – N'eus ket deus arc'hoazh

frifurch 13 – n eus ket deus arc hoazh
E 2012 eo bet savet There is no tomorrow (N'eus ket deus arc'hoazh) gant Dermot O'Connor (incubatepictures.com). Deus digresk an danvezioù hag an energiezh zo kaoz er film-bevaat-mañ. Diskouelet zo, gant sifroù ha skeudennoù splann, penaos n'hallimp ket delc'hen gant ar c'hresk ingal m'eo diazezet hon ekonomiezh war ar soñj e vo difin. Ur fin a vo d'ar c'hresk ingal, dre ret. Ha kap e vimp da gavet doareoù all da vevañ war hon Douar a-raok ma vefe peurlonket ganimp, dibreder, an holl zeñzorioù a zo ennañ ? Peseurt stumm en do hon dazont, ma ne cheñchimp ket hon doareoù ? Ha koulz eo cheñch anezhe c'hoazh ? Sell aze goulennoù pennañ N'eus ket deus arc'hoazh. Azasaat kinniget ha kaset da benn gant Corinne ar Mero Mouezh ha kemmeskañ : Laors Skavenneg