Frifurch 1 – Dañs ar c’hoad (Skol Diwan Ar Faou)

frifurch 1 – dañs ar c’hoad (skol diwan ar faou)
Un an-dro er c’hoadoù, tri louarn o chaseal… Gwir pe hunvre ?
Sell aze disoc’h labour skolidi Diwan ar Faou, bet filmet da geñver 15 vloaz skol Diwan ar Faou. Savet ar ganaouenn gante ha sonet gante ivez, gant skoazell Gwenael Kerleo ha Patrick Ewen. Ha tud ar vugale ’oa aet da heul hunvreoù o bugale…