Frifurch 17 – Buhez an Ankoù (The Life of Death)

frifurch 17 – buhez an ankou (the life of death)
Buhez an Ankoù (The Life of Death)
Ur film-bevaat gant Marsha Onderstijn
Sonerezh : Ramon de Wilde
N’eo ket aezet bemdez bezañ an Ankoù, ha pa vezer en karantez, diasoc’h c’hoazh…
Kaset eo bet ar film-se dimp gant Marsha Onderstijn, ur plac'h donezonet, stummet war an ober filmoù-bevaat 2D er St. Joost Kunstacademie e Breda (Izel-Vroioù). He film fin he studioù eo hemañ, bet savet en 2012.
Ur filmig digomz eo, a ziskouez, ur wech ouzhpenn, zo deus yezh ar skeudennoù ha n'o dez ket ezhomm da vezañ displeget bewech. Ul labour brav-kaer war an tres ha war ar skrivañ…
Gwelet labour Marsha Onderstijn war he lec’hienn.