Foeterien war roudoù Drakula : Bucegi-Fagaras (4-2)

foeterien war roudou drakula : bucegi-fagaras (4-2)
Da heul ar c’hwec’h foeter-bro er c'houlzad nevez-mañ deus « Foeterien », soñjet ha kaset da benn gant Mikael Baudu, ha kinniget gant Riwal Kermareg, ec'h aimp ivez war roudoù ar c'hont… Drakula !
Loc'het eo Erell, Morgane, Azenor, Gwendal, hag an daou baotr Tomaz eus Kastell, 20 € gante en o godelloù, evit treuziñ menezioù a sav betek 2 400 metrad uhelder, war ur 1 000 kilometr bennak. Mont d'ur penn d'ar vro d'ar penn all eo ret dezhe ober, war droad, o c'hoari biz-meud, gant ur wetur kezeg, ur vag pe ur marc'h-houarn. An Tour Chindia e Targoviste eo al lec'h loc'hañ, bet savet gant Vlad Tepes Drakula, ar roue kriz e oa aet e anv d'ar suner-gwad brudet. Dav dezhe mont betek Kastell Bran, e oa bet awenet Bram Stoker gantañ p'en doa skrivet e romant mojennel
Drakula
; mont eus Walakia da Dransilvania en ur bignat pignat gant ar 1 480 derez a gas da wikadell Drakula, e-kreiz ar menezioù ; tremen un nozvezh en unan eus kestell ar C'harpatoù… E pep tennad e rankont kemer perzh e c'hoarioù, dont a-benn eus amprouennoù a bep seurt, diskoulmañ kevrinoù, respont da c'houlennoù a-benn kavet o hent, ha dreist-holl, dastum poentoù ! Ha bemnoz e rankont kavet bod ha boued evit bezañ yac'h evit tennad an deiz war-lerc'h…


Bucegi-Făgăraș – Tennad 2

Kuitaat a ra ar Foeterien park naturel Bucegi e-kreiz ar menezioù Karpat evit mont betek e kastell Fagaras. War o hent e tremenont dre an ilizoù-kreñv bet savet gant an drevadennerien alaman hag a dalveze dezhe da warez diouzh an Durked hag an Datared.