Foeterien koulzad 5 (filmig-kinnig)

foeterien koulzad 5 (filmig-kinnig)
Adalek ar Gwener 6 a viz Genver 2017
Aet e oa Eve, Maelle, Morwenna, Mael, Davy ha Kaou gant an hent pep a 5 € an deiz gante en o chakod. Da vont o doa war ur 1 000 kilometr bennaket, deus an aod d’ar menezioù, o c’houzañv ur wrez 30° a-wechoù. War droad, o c’hoari biz-meud, gant an tren pa war vag o doa treuzet Euskadi, loc’het anezhe deus Kastell La Mota. Bemnoz o doa da gavet bod ha boued e ti an dud war blas a-benn gellet delc’her gant o avañturioù… Tennad kentañ : Donostia-Getaria…