FOETERIEN_K05R05
Aet e oa Eve, Maelle, Morwenna, Mael, Davy ha Kaou kuit, pep a 5 € an deiz en o chakodoù, da vont gant ur 1 000 kilometr bennaket. Dav e oa bet dezhe mont deus an aod d'ar menezioù, o treuziñ kêrioù bras ha kêriadennoù bihan, amzer domm warne a c'halle sevel betek 30°C a-wechoù.
War droad, o c'hoari biz-meud, gant an tren pe war vag o doa treuzet ar vro, loc'het anezhe diouzh Kastell La Mota e-tal Pleg-mor Gwaskogn e Donostia pe Sant-Sebastian. Graet o doa anaoudegezh gant Vitoria-Gasteiz, kêrbenn Kumuniezh Emren Euskadi, gant mirva laboused Urdaibai bet lakaet war rolloù an UNESCO. Tremenet e oant dre Guardia, ur gêr deus ar C'hrennamzer e-kreiz ar gwiniegi, dre C’hernika ivez, brudet he gwallblanedenn e-mesk tud ar bed holl gant oberenn Picasso, betek en em gavet e Peniti San Juan Gaztelugatxe ha pignat an 241 bazenn a gas d’ur gweledva dibar. E pep tennad o doa renket kemer perzh e c'hoarioù, tremen amprouennoù, diskoulmañ kevrinoù, respont da c'houlennoù a bep seurt a-benn kavet o hent ha dastum poentoù. Ha bemnoz e oa bet ret dezhe kavet bod ha boued war blas…
Rann 5 : Lenn Landa-Gernika
Loc'het e oa ar Foeterien diouzh Lenn Landa e-kichen Victoria-Gasteiz. Goude un droiad e Durango o doa ranket mont war-zu Gernika, ur gêr anvezet he gwallblanedenn gant an holl a-drugarez taolenn vrudet Picasso.
Rann 5 : Lenn Landa-Gernika
Loc'het e oa ar Foeterien diouzh Lenn Landa e-kichen Victoria-Gasteiz. Goude un droiad e Durango o doa ranket mont war-zu Gernika, ur gêr anvezet he gwallblanedenn gant an holl a-drugarez taolenn vrudet Picasso.