Foeterien : Euskadi, etre mor ha menez (5-6)
Aet e oa Eve, Maelle, Morwenna, Mael, Davy ha Kaou kuit, pep a 5 €
an deiz en o chakodoù, da vont gant ur 1 000 kilometr bennaket. Dav e
oa bet dezhe mont deus an aod d'ar menezioù, o treuziñ kêrioù bras ha
kêriadennoù bihan, amzer domm warne a c'halle sevel betek 30°C a-wechoù.
War droad, o c'hoari biz-meud, gant an tren pe war vag o doa treuzet
ar vro, loc'het anezhe diouzh Kastell La Mota e-tal Pleg-mor
Gwaskogn e Donostia pe Sant-Sebastian. Graet o doa anaoudegezh gant
Vitoria-Gasteiz, kêrbenn Kumuniezh Emren Euskadi, gant mirva laboused
Urdaibai bet lakaet war rolloù an UNESCO. Tremenet e oant dre Guardia,
ur gêr deus ar C'hrennamzer e-kreiz ar gwiniegi, dre C’hernika ivez,
brudet he gwallblanedenn e-mesk tud ar bed holl gant oberenn Picasso,
betek en em gavet e Peniti San Juan Gaztelugatxe ha pignat an 241 bazenn
a gas d’ur gweledva dibar. E pep tennad o doa renket kemer perzh e
c'hoarioù, tremen amprouennoù, diskoulmañ kevrinoù, respont da
c'houlennoù a bep seurt a-benn kavet o hent ha dastum poentoù. Ha bemnoz
e oa bet ret dezhe kavet bod ha boued war blas…
Rann 6 : Mirva Laboused Urdaibai–Peniti San Juan Gaztelugatxe
Kroget e oa ar Foeterien gant o devezh oc’h ober un droiad Stand Up Paddle e gwernioù Mirva Laboused Urdaibai. Loc’het e oant goude war-zu Peniti San Juan Gaztelugatxe, e-lec'h ma oa bet ret dezhe pignat gant an 241 bazenn a gas d’ul lec’h ma weler ar vro e-giz neblec’h all ebet.