Foeterien 3-4 : Beg Lizard-Saint Ives
C'hwec'h int, etre 20 ha 28 vloaz anezhe, o vont gant ur 1 000
kilometr bennaket war henchoù Kerne-Veur. C'hoarioù, amprouennoù a bep
seurt zo ret dezhe dont a-benn dioute evit gellet delc'her da vont
war-raok. Met dav 'vez dezhe ivez kavet boued ha lojeiz o-unan, 40 lur
saoz gante 'ba o chakodoù.
Ha mont 'raint betek penn o hent ?
Gouvezet e vo an dra-se 'benn miz, e Lands' End e-lec'h ma vo Riwal
Kermareg o c'hedal anezhe…
Rann 4
Kuitaat a ra ar Foeterien Beg Lizard ha skeiñ war-zu Saint Ives, ur porzh touristelezh e kornôg ar vro. War o hent e vint lakaet da dañva Cornish Pasties, pred kustum ar vengleuzerien, ha da vont war roudoù Kerneveuriz en em savet a-enep ar roue 500 vloaz zo.