An Etiopi, war roudoù an Abisini

an etiopi, war roudou an abisini
Gwalennoù a vil vern he deus gouzañvet an Etiopi diwarne, ha n'eo ket bet aes dezhi 'pad pell desachañ evezh an douristed warni.
Ar vro vras-mañ, 'zo div wech ledanoc'h he gorread evit hini bro-Frañs, 'gaver enni koulskoude lec'hioù istorel ha naturel diouzh an druilh. An teulfim-mañ a gaso ac'hanoc'h da weladenniñ uhelgompezennoù hanternoz ar vro, o sevenadurioù, o c'henelioù hag o relijionoù lies o kenvevañ eno ur souezh.
Unan eus koshañ stadoù ar bed eo an Etiopi, dellezek eo da zesachañ evezh an holl war an Abisini gaer-se, a zo chomet dizro keid-all amzer.