Armenia - Douar Noe war hentoù ar bed

armenia - douar noe war hentou ar bed
Maezioù divent. Burzhudoù an natur. Ilizoù-meur kozh-noe. Manatioù kevrinel. Menezioù sakr. Kudennoù ragistorel. Sed aze un nebeut perzhioù dibar en Armenia ; ur meskaj birvilh gant arz, devosion, hengounioù milvedel ha dizoloadennoù sebezus.
Lec'hiet eo etre ar morioù Du ha Kaspia eo ar vro vihan ha meneziek-se. Ment Belgia eo hag ur vro sabatuus e dibenn Reter Europa. Birvilh zo gant he sevenadur a zlefed ober anaoudegezh ganti goude kantved ar ouennlazh armeniat.