Ar Yerigoù 17 : Karmelito ha Greunadin
-
00:11:00
-
Rann 17
-
Enlinenn betek 01/02/2022
Ur vuhez dianavezet deomp zo er porzh-yer... ur bedig klok zoken ! Gouzout a oar mat Karmen ha Karmelito, hon harozed pluek, diouzh an dra-se ! Direnket eo buhez trankil o c’henseurted gant un darvoud dic’hortoz ? Ha setu int o lammat dreist mogerig ar porzh-yer, avel en o fluñv, da glask un diskoulm d’an afer. Asambles gant o mignon Maoutig an dañvad, en em gavont gant harozed dibluñv iskis-mat o anvioù : Marie-Antoinette, Shakespeare...
C’hoarvezout a ra ganto koll un nebeud pluñv evel-just ! Met, a-drugarez d’an harozed dreistordinal en em gavont ganto, e teu a-benn ingal ar yerigoù da zegas ar peoc’h hag ar sioulder en-dro d’ar porzh-yer !
Plijet oc'h bet gant an dresadenn-vev ? Embannet eo bet al levr Ar yarig a felle dezhi gwelet ar mor gant TES.
Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !