Serr-noz : Dourioù du (2-4)
Kavet zo bet ur c’horf e-barzh ul
lenn, ha da heul zo kroget gant un enklask war ur plac’h deus ar vro,
skolaerez en ur skol vihan war ar maez. Peseurt sekred he deus Gwilym
’ta? Piv eo Ben Willis? Abalamour da betra e oa en em
zistrujet ur skolaer bet o labourat gant Greta? Piv eo ar
plac’h kevrinus all hag abalamour da betra e talc’h honnezh da
dec’hout kuit pa wel Mathias? Ha bev e vefe Greta c’hoazh?
Sekredoù e-leizh zo er bed-se, sur ! Daoust ha bezañ e vo Mathias hag e
skipailh evit kavet penn dezhe, metama ’vefe re ziwezhat c’hoazh?