Sous-titres
Désolé, cette vidéo n'est plus disponible.

Redadeg ar formaj laezh

  • Image fiche duree 01:15:26
  • Image fiche diffusion 15/02/2022
  • Image fiche dispo Enlinenn betek 21/03/2022

Fellout a ra da Solan kemer perzh e redadeg vras ar formaj-laezh a lakao e gêriadenn da genstrivañ gant ar gêriadenn nes. Un digarez da ziskouez eo ur gwir gampion. Lakaat a ra dre guzh e klaoustre an ti e-lec’h m’emañ o chom asambles gant Reodor, an ijinour dibar, ha Ludvig, an heureuchin lentik. Ne vo ket pell Solan hag e vignoned o kompren o do da dalañ ouzh sapre skoilhoù ha gwir genstriverien er pezh avañtur-se ! Evit bezañ trec’h er redadeg ha mirout o zi, o do da vont dre ar menezioù, a-us d’ur ganienn, a-dreuz ur stank skornet, ha kement tra en ur gas o fikol rod formaj ganto.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !