Désolé, cette vidéo n'est plus disponible.

Vi pe labous zo gant Norte Chico ?

  • 00:51:56
  • 03/11/2015
  • Enlinenn betek 04/12/2015
  • Ar bed o treiñ

Unan deus ar c’hwech mammenn gentañ anavezet eo bro Norte Chico, war aodoù kreiz Piruw (Perú en spagnoleg), ma oa bet strewet diouti sevenadurezhioù ar Vugale-Den er bed. Met peseurt mod o doa kroget an traoù ?
Hervez hendraourien zo e oa aet war-raok ar Vugale-Den da zigentañ a-drugarez d’o boued tennet diouzh ar mor kentoc’h evit d’ar boued diwar al labour-douar. A-enep d’an deorienn-se ec’h a difennerien ar soñj m’o doa gellet kreskiñ ar strolladoù tud a-drugarez d’al labour-douar e diabarzh ar vro, ha d’ar produiñ kotoñs peurgetket.
Start a-walc’h eo kinnig un displegadenn diarvar : ma vez ezhomm deus kotoñs a-benn sevel ar rouedoù pesketa ec’h eo ken sur all zo ezhomm deus pesked a-benn boueta al labourerien-douar. Neuze, a-benn fin ar gont, vi pe labous a oa bet da zigentañ ?

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !