Sous-titres
Désolé, cette vidéo n'est plus disponible.

Kleizhenn rann 1

  • 00:57:27
  • Rann 1
  • Enlinenn betek 26/05/2019
  • Filmoù ha seriennoù

Bet kavet korf-marv ur plac’h yaouank en ur stêr, don e menezioù ar Snowdonia. Karget eo an ofiserien Cadi John hag Owen Vaughan da ren an enklask. Anavezet eo ar reuziadez evel Mali Pryce, aet diwar-wel pemp bloaz abretoc’h, d’an oad a c’hwezek vloaz. Diskouez a ra gloazadennoù he c’horf he dije redet pellik awalc’h araok talañ ouzh he flanedenn. Krediñ a ra da Gadi e oa bet Mali bac’het, a-enep d’he youl, e-pad ar pemp bloaz ma oa chomet dianket, hag e kas an enklask o heuliañ an deorienn-se. War ziskar ez a yec’hed tad Cadi. Gwallgaset eo Dylan Harris, ur micherour eus ar vro, gant e vamm, Iona. Tenn mat eo an darempredoù etre Lowri, klañvdiourez er gêr, hag he mignon-bet. Megan, ur studierez nevez en em gavet e skol-veur Bangor, a weler o kuitaat ur fest da vont da bont-skourr Menai.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !