Kleizhenn koulzad 2 rann 3
-
00:57:58
-
Rann s2e3
-
Enlinenn betek 20/05/2021
En em vodañ a ra an dud en un iliz tost evit lidañ obidoù Geraint Ellis. Deuet eo ar bennensellerez John hag an ofiser Vaughan d’ar servij, kement ha Connor hag e vamm. E-touez an holl dud en em gav Mia ivez, he-unan-penn.
P’he deus Catrin santet strafuilh he mab e-kerzh ar servij, e tiviz komz fraezh outañ ur wech distroet er gêr : hag e oar un dra bennak diwar-gont muntr Ellis ? Hag en deus ul liamm bennak gant an afer ? Immor a sav e Connor. En em gemer a ra ouzh e vamm araok kuitaat an ti e fulor.
Nec’het eo Connor. Gouzout a oar ne vo ket pell ar polis araok dont d’o welet. Mia a lavar dezhañ derc’hel war e from. Gant ar plañ he deus e vo tu dezho en em dennañ.
Diwezhatoc’h eo kelaouet ar bennensellerez John en deus un test liammet Karl Lewis da lec’h an torfed. Harz zo lakaet warnañ.
Da serr-noz e vlen Mia, Lee ha Connor war-zu ur c’hozh ti en e voull, ul lec’h du e istor. Un ti a hirisadennoù. E-keit-se eo harzet Karl Lewis ha kaset d’an ti-polis.
Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !