Sous-titres
Pour accéder à ce service :

Nous utilisons des cookies pour profiter d'une expérience optimisée, votre choix est conservé 6 mois et vous pouvez le modifier à tout moment dans l'onglet réduit « cookies » en bas à gauche de chaque page de notre site.

Kleizhenn koulzad 2 rann 2

  • 00:57:53
  • 26/03/2021
  • Enlinenn betek 13/05/2021
  • Filmoù ha seriennoù


Goude ar biladenn a oa bet gant Lee, en em sant Connor e-unan-penn. Santout a ra Catrin, mamm Connor, eo trubuilhet he mab hag e kendrec’h anezhañ da gas an devezh gant Liam, e vreur yaouank. Tra m’emañ Connor ha Liam o vont dre ar menezioù, e vez rastellet ar c’harter gant Mia ha Lee, da glask war-lerc’h Connor, aon ganto e c’hellfe mont d’ar polis adarre.

En ti-polis e treuzkas ar bennensellerez John elfennoù an afer d’ar skipailh. Diouzh arnodenn ar c’horf-marv e vefe meur a vuntrer. Diouzh un tu-all, un den eus ar vro anvet Karl Lewis zo bet anavezet evel ar skoliad-bet en doa, bloavezhioù abretoc’h, tamallet Geraint Ellis a zrougimplij.

Mont a ra ar bennensellerez John hag an ofiser Vaughan da welet Karl er greizenn dredan, e-lec’h ma labour, evit sevel goulennoù outañ diwar-benn Ellis. N’en deus ket Karl keuz d’ar paotr kozh met e nac’h bezañ liammet d’e varv. Kaset eo Karl d’an ti-polis, diwezhatoc’h, da reiñ ur standilhon TDN. Dont a ra Mia ha Lee a-benn da gavout Connor, a-benn ar fin, ha da gendrec’hiñ anezhañ da vont d’ur rave party er vaengleuz asambles ganto. A-enep d’e c’hoant, e asant Connor mont.

Tra ma serr an noz ez a spered Connor war zuiñ. Komz a ra ouzh Mia diwar-benn Geraint Ellis. Honnezh a laka en e benn e oa ar paotr kozh dellezek eus ar pezh en deus bet. En ur zistreiñ war droad eus ar vaengleuz, e wel Mia Karl Lewis o vezañ kaset d’ar gêr gant ar polis. Hag e krog ur soñj da zont dezhi.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !