Désolé, cette vidéo n'est plus disponible.
An dianav a rog ac’hanon
-
00:20:15
-
01/09/2017
-
Enlinenn betek 24/11/2023
O vale emañ Anita e-barzh ur porzh-mor. Dilaosket he ziegezh ganti. Noziñ a ra. En-dro dezhi, givri-houarn sklêrijennet, uzinoù o teurel o moged e-barzh bannoù gouloù, hentoù-houarn dizimplij e-giz hent bale. Staliet e-kreiz an daolenn-se, ur roulotenn, tommder ha livioù stag outi. En ur dostaat outi e wel Anita un davarn, pratikoù hag un ostiz. Goulven e anv dezhañ. Ar frankiz n’he deus ket bet anavezet gwech ebet e kav-hi ennañ. Ar c’hoant da vezañ stag ouzh unan bennak n’en deus ket santet ennañ gwech ebet e kav-eñ enni.
Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !