Sous-titres
Désolé, cette vidéo n'est plus disponible.

Deian ha Loli - Hag ar wastell Nedeleg

  • 00:18:05
  • 08/09/2020
  • Yaouankiz ha Familhoù

Nozvezh ar pellgent eo, pep tra zo prest evit lidañ an Nedeleg gant Deian ha Loli, nemet... ankounac'het ganto un dra bennak pouezus !

Breur ha c’hoar gevell eo Deian ha Loli, c’hwiled anezho, gant galloudoù hud kuzh a zegas birvilh en o buhez. Hag an daou-se n’int ket fur avat ! Ha jeu kenetrezo alies, peadra da lakaat o zud da sodiñ. A-wechoù e vezont enebourien daonet ha gwechoù-all e vezont mignoned vras. Evel an holl vugale a lavarit ? Ya, met… Ur sekred o deus Deian ha Loli, ha den na oar ! A-drugarez d’o galloudoù hud int gouest da vihanaat evit dont da vezañ bugale vunut. Asambles, pa zistagont ar formulenn « skripidigev », e c’hellont sonnañ o zud araok mont da vevañ troioù-kaer a vil vern. Ha, pa reont, eo ur bed digor a c’hortoz anezho, e-lec’h n’eus tra dibosupl ebet. Tro-dro dezho e c’hell al loened, ar gwez ha kement tra zo, komz outo. Ha setu avañturioù e pep lec’h ! En ti, er-maez, en ur c’hastell Lego, war al loar, en ur fuzenn gartoñs pe un tren bihan. Ha dont a ra ar mojennoù da wir...

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !