Sous-titres
Désolé, cette vidéo n'est plus disponible.

Deian ha Loli - hag ar Verrloer Gollet

  • 00:13:57
  • 15/09/2020
  • Yaouankiz ha Familhoù

Kollet ur verrloer gant Loli, hag he breur Deian war an dro dre forzh en em chikanañ. Eüruzamant e vo sikouret Loli da adkavout he breur gant "Hipi hir e loeroù".

Breur ha c’hoar gevell eo Deian ha Loli, c’hwiled anezho, gant galloudoù hud kuzh a zegas birvilh en o buhez. Hag an daou-se n’int ket fur avat ! Ha jeu kenetrezo alies, peadra da lakaat o zud da sodiñ. A-wechoù e vezont enebourien daonet ha gwechoù-all e vezont mignoned vras. Evel an holl vugale a lavarit ? Ya, met… Ur sekred o deus Deian ha Loli, ha den na oar !

A-drugarez d’o galloudoù hud int gouest da vihanaat evit dont da vezañ bugale vunut. Asambles, pa zistagont ar formulenn « skripidigev », e c’hellont sonnañ o zud araok mont da vevañ troioù-kaer a-vil-vern. Ha, pa reont, eo ur bed digor a c’hortoz anezho, e-lec’h n’eus tra dibosupl ebet. Tro-dro dezho e c’hell al loened, ar gwez ha kement tra zo, komz outo. Ha setu avañturioù e pep lec’h ! En ti, er-maez, en ur c’hastell Lego, war al loar, en ur fuzenn gartoñs pe un tren bihan. Ha dont a ra ar mojennoù da wir...

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !