An Alc'hwez aour
-
00:51:55
-
01/04/2022
-
Enlinenn betek 01/05/2022
Er barzhoneg-mañ e kont Anjela Duval ez eus bet taolet un alc’hwez aour en traoñ ar mor. Ur rummad tud nevez a rank adkavet anezhañ evit dibrennañ dorioù an tour e-lec’h ma kavint un teñzor a roio tu dezho da vevañ en o bleud en o sevenadur hag o identelezh. Ur skeudenn eus tonkad ar Brezhoneg e-kerz an 50 vloaz tremenet evel m’eo kontet gant an teulfilm-mañ. Er bloavezhioù 60 e veze komzet ar yezh ingal e kêriadennoù Breizh Izel, met chomet e oa a-sav ar bras eus an dud da gomz anezhi ouzh o bugale. D’an deiz hiziv un 20 000 bugel bennak a zesk ar yezh e skolioù divyezhek. Pep bloaz e vez degadoù a dud o vont da zeskiñ ar yezh dre ar stummadur dibaouez evit ijinañ ur vuhez gant ur vicher nevez. Diaes eo beajiñ war hentoù pe e kêrioù Breizh Izel hep merzout panelloù divyezhek... Daoust m’ emañ ar bras eus ar vrezhonegerien en tu hont da 70 vloaz ez eus bremañ ur rummad nevez a vrezhonegerien. Kemer a ra ar yezh he flas muioc’h mui dindan hon daoulagad, met strishaet eo he zachenn implij ha ne glever anezhi war ar pemdez nemet en un nebeud skolioù kevredigezhioù, ostalerioù, embregerezhioù stag ouzh ar media, pe kêriadennoù e-lec’h ma vev tud kozh dreist-holl. Sell ar Vretoned ouzh o yezh en deus cheñchet ivez, un emdroadur diheverz a zo deut da heul un hentad hir a stourmoù evit ma vije anavezet gwelloc’h ar yezh er plas foran. An teulfilm-mañ a gont ar stourmoù-se gant dielloù, sav-boent sokiologourien hag istorourien ha testeni emsaverien o deus stourmet evit klask cheñch penn ar vazh...
Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !