Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

225 video

Yann Tiersen, Tiny Feet : Tuchenn Mikael

  • 00:06:32
  • 02/06/2016
  • Sonerezh

Tuchenn Mikael
Mintin abred on bet va-unan ’Kichen chapelig Sant-Mikael ha tro-war-dro ar vrumenn a stanke din prenestr ar bed. Avel ebet war gern an duchenn na trouz ebet ’oa tro-war-dro ar balan sonn er vrumenn ha war ar brug perlez ar glav. Prennet e oa dor ar chapelig met sant Mikael ’oa ket chalet ha ni hon-daou er vrumenn da ganañ brav ’oamp ’n em lakaet. Mikael ha me da vat o kanañ ur gwerz diwar-benn an arme soudarded dall er vrumenn e pep korn ar menez Are. Met ouzh an oabl an heol a save ken splann ha ’vit ar wech kentañ hag ur wech sa’et ar vrumenn n’oa ’met deñved war ar menez.
Youenn Gwernig

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !