War-zu Amerika ar Su – Enezeg Chiloe (2)

  • 00:09:34
  • 1er diffusion en 2012
  • Rann 2
  • Ar bed o treiñ

Aet Pauline Kerscaven d’ober ur tamm tro ’ba Amerika ar Su. Bep miz e kaso deoc’h ur gartenn-bost skeudennoù e-leizh enni, a roio deoc’h un tañva deus livioù ar broioù e-lec’h ma tremeno : Arc’hantina, Chile, Bolivia, Perú ha kement zo tout !
Prest oc’h neuze ?
Deomp d’he heul diouzhtu war enezeg Chiloe, e Bro-Chile, d'ober anaoudegezh gant an Indianed Wiliche, o sevenadur, o medisinerezh, o gizioù boued (betek e gouel ar bier), ha da c'hoût hiroc'h war ar stourm a gasont a-benn saveteiñ o yezh, ha derc'hel o douaroù hag o gwirioù.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !