War-zu Amerika ar Su – Bolivia (4)

  • 00:10:23
  • 1er diffusion en 2012
  • Rann 4
  • Ar bed o treiñ

Aet Pauline Kerscaven d’ober ur tamm tro ’ba Amerika ar Su. Bep miz e kas deoc’h ur gartenn-bost skeudennoù e-leizh enni, hag a ro deoc’h un tañva deus livioù ar broioù e-lec’h ma tremen : Arc’hantina, Chile, Bolivia, Perú ha kement zo tout !
Prest oc’h neuze ?
Setu erruet hor reportourez 4 000 metrad a-us d'ar mor e su Bolivia, e Potosì, ar gêr 100 000 den enni uhelañ er bed. Un ton Charango, un dornad delioù koka da chaokat, ha dao da weladenniñ bouzelloù an Andoù, er minoù arc'hant a o doa degaset gwechall kement a binvidigezhioù da Rouantelezh Bro-Spagn.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !