War-zu Amerika-ar-Su – Koadeier meur Amazonia (7)

  • 00:11:06
  • 1er diffusion en 2012
  • Rann 7
  • Ar bed o treiñ

Aet Pauline Kerscaven d’ober ur tamm tro ’ba Amerika ar Su. Bep miz e kas deoc’h ur gartenn-bost skeudennoù e-leizh enni, hag a ro deoc’h un tañva deus livioù ar broioù e-lec’h ma tremen : Arc’hantina, Chile, Bolivia, Perú ha kement zo tout !
Prest oc’h neuze ?
Evit an eil kartenn-bost diwezhañ-mañ eo erruet Pauline e-kreiz koadeier meur Amazonia, er Perú c'hoazh. Eno he deus graet anaoudegezh gant tud Alto Paracusa, ur gumuniezh vihan, war ribl ar stêr Marañion, un adstêr d'an Amazon. Paour-razh eo tud ar gumuniezh-se, ken pell m'emañ diouzh ar c'hêrioù bras. Ha padal e teuont a-benn da grakvevañ. Ha da huñvreal gant un amzer da zont aezetoc'h dezhe memes. Raktresoù resis zo war spered tud Nieva. Hogen daoust ha prest int da gas anezhe da benn vat ?

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !