War-zu Amerika-ar-Su – Bogota ha fin ar veaj (8)

  • 00:09:22
  • 1er diffusion en 2012
  • Rann 8
  • Ar bed o treiñ

Aet Pauline Kerscaven d’ober ur tamm tro ’ba Amerika ar Su. Bep miz, abaoe miz Genver, he deus kaset deoc’h ur gartenn-bost skeudennoù e-leizh enni, ha roet deoc’h un tañva deus livioù ar broioù e-lec’h m'eo tremenet : Arc’hantina, Chile, Bolivia, Perú ha kement zo tout ! Un droiad eus ar bamusañ, leun a skeudennoù sebezus, a gejadennoù fromus...

E Bogota, kêrbenn Golombia, ec'h echu Pauline gant he beaj vras. Deomp d'he heul ur wech diwezhañ da glask penn d'ar c'henwerzh emrodez ha da labour ar vragerizourien, a-raok mont da zañsal ar rumba gant ar re gozh !

Trugarez c'hoazh da Bauline Kerscaven evit ar brav a rummad reportajoù-mañ, hag evit an holl vroioù hag an holl bobladoù hon eus bet tro d'ober anaoudegezh gante dre lagad he c'hamera !

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !