Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

108 video

Toull-ar-c'hoad, brezhoneg an natur serret en ur valizenn

  • 00:04:21
  • 08/03/2013
  • Ar bed o treiñ

Er greizenn Ti-ar-c'hoadoù er Chapel-Nevez e vez degemeret ar vugale da zeskiñ hiroc'h war an natur, al loened, ar plant... ha kement-se e brezhoneg ivez. Ur valizenn c'hoarioù zo bet embannet gant ar greizenn da zeskiñ gerioù brezhoneg an natur.
—————————————————————————————————————————————————————————————————
Kaset dimp d'ar 4 a viz Genver 2015
Kemennadenn eus perzh implijidi kent Ti ar C’hoadoù – Ti Natur ar Chapel-Nevez 9 implijad kaset kuit
Start an traoù e Ti ar C’hoadoù abaoe ur bloaz bremañ, war dachenn an arc’hant, met ivez war dachenn e raktres kevredigezhel. 6 buhezour natur hag un den e karg eus ar c’hehentiñ a yae d’ober skipailh pedagogel kent Ti ar C’hoadoù. 6 anezho a oa brezhonegerien. Korbellet int bet tout e-pad ar bloavezh 2014. 5 anezho a oa war abeg ekonomikel. N’eo ket bet miret an 2 bost-labour evit ober war-dro diavaez ar greizenn. Chom a ra ar renerez. Diwar ar 7 den korbellet e oa 6anezho gant ur gevrat didermen, 3 a oa aze dibaoe ouzhpenn 10 vloaz hag an holl o doa un diplom buheziñ pe kehentiñ: BEATEP, BPJEPS, BTS GPN, aotreegezh vicherel war ar c’hehentiñ, aotreegezh vrezhoneg, DABU, DARE. Un den hepken en deus adkavet labour, gant ur gevrat termenet. Kinniget e oa bet diskoulmoù all a bep seurt evit gellet derc’hel ar skipailh, met n’eus bet miret hini ebet. Tro 50 vloaz a skiant-prenet war bed an deskadurezh d’an endro divyezhek a zo bet kollet e-giz-se. Ur c’holl ivez evit endro lec’hel ar Chapel-Nevez : ar c’hoadoù hag ar c’harzhaoueg. Fin ur c’helc’hiad hir eo evit ar gevredigezh. O labourat war div dachenn a oa tomm d’hor c’halonoù e oamp: ⁃ kas war-raok an deskadurezh hag ar c’hizidikaat d’an endro (koadoù ha garzhaoueg) ⁃ kas war-raok talvoudekaat ar glad ha sevenadur Breizh Dipitet bras omp bet gant an diouer a breder hag a aozadur gant ar C’huzul-Merañ hag an dilennidi p’o deus gwelet e oa fall stad an arc’hant er greizenn. Dipitet omp bet ivez gant an doare m’eo bet diskoulmet ar c’hudennoù: korbellet eo bet an dud hep o asant pe gant o asant, ar buanañ ar gwellañ. Stegn e oa ar jeu etre ar skipailh pedagogel kent hag ar c’huzul-merañ, a-du gant ar renerez. 200 den bennak a zo emezelet er gevredigezh. Nac’het eo bet an emvod-meur dreistordinal goulennet e miz Ebrel. Koulskoude e vez degemeret implijidi nevez gant Ti ar C’hoadoù dibaoe an nevez-amzer, gant kevratoù berr, un devezh, ur sizhunvezh pe c’hoazh ur mizvezh. Implijet ez eus bet ur skipailh nevez en diskar-amzer-mañ gant kevratoù CAE, CUI pe CDD berr, unan anezho hepken brezhoneger. Disfiz hon eus e-keñver dazont ar greizenn hag e nerzh ar brezhoneg er gevredigezh-se. C’hoant hon eus bet da skignañ hon skiant-prenet rak a bouez e kavomp e vefe breutadennoù don war bed ar c’hevredigezhioù hag an deskadurezh d’an endro ha plas an dud er raktresoù-se. Diaes-tre eo bet ar bloavezh-mañ evidomp. Kenderc’hel a raimp da gas war-raok an deskadurezh d’an endro e brezhoneg o toujañ ouzh talvoudegezhioù tomm deomp: kempoellded, digorded-spered, labour a-stroll, doujañs ouzh hon fratikoù ha plijadur gant al labour graet mat. Evit klozañ ha mont war-zu bedoù all hon doa c’hoant da drugarekaat a-greiz kalon an holl re o deus bet fiziañs ennomp a-hed hon hentad: ar vistri-skol hag ar gelennerien, an dud a zeue d’hon abadennoù-natur, kevelerien ar strollegezhioù, kevelerien rouedadoù an deskadurezh d’an endro, sevenadur Breizh hag ar brezhoneg, keneiled an tiez natur all hag evel-just ar vugale degemeret hag o familhoù. Trugarez d’an holl dud a vez ouzh hon sikour, eus an eil penn d’egile da Vreizh. Skipailh kent Ti ar C’hoadoù

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !