Sri-Lanka - Enez he zenzorioù

sri-lanka - enez he zenzoriou
Daeraouenn India, Enez Splann: Sri-Lanka, bet Selan gwechall, a vez roet meur a lesanv dezhi, gant gwir abeg.
He aodoù, he flantadegoù te hag he zakadoù istorel a ra d'an enezenn-mañ bezañ ur vro zudius, er meurvor Indian.
An ugent milion bennak a dud zo o chom eno o deus ranket talañ ouzh prantadoù diaes en o istor a-nevez. Daoust da se, digoriñ laouen a reont dorioù o bro a gaver enni kizioù ha lec'hioù naturel a vil vern.