Serr-noz : Ceredigion (2-2)

serr-noz : ceredigion (2-2)

Reuz a zo e bed ar pennenseller
Mathias. Arriet eo Meg, e wreg, en Aberystwyth. O ren un enklask war
e benn emañ paotred an Ensellerezh Meur, hag a-raok pell e vo-eñ kelaouet war an disoc’hoù. Neuze, pa zo kavet korf marv ur blenier
kirri-tan war vord an hent er menezioù, ec’h eo arriet
gant Mathias an enklask zo d’ober e-giz un doare da cheñch soñjoù
penn-da-benn. Daoust d’e skipailh bezañ kavet unan suspet a-walc’h
a-benn goulennata anezhañ, ne gred ket da Vathias eo hennezh ar
muntrer emaint o klask. Heñchet gant e soñjoù du ec’h eo
sachet-bras evezh ar pennenseller gant choazoù bevañ ar bet-soudard John
Bell. Goût mat a ra Mathias ivez ne vo ket evit troiñ diwar Meg e-pad pell
c’hoazh.