Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

Pig pe vran ? 12 – Rozenn Talec

  • 00:01:33
  • 08/11/2016

Unan deus mouezhioù kaerañ ar vro eo hini Rozenn Taleg ! Desket he doa plac'h yaouank Sant-Hern ar c'han-ha-diskan asambles gant he zad Jean-Claude, ha bet da heul war leurennoù ar festoù-noz. Deut e oant o-daou n’eus ket gwall bell zo da ganañ war leurenn Bec'h de'i ivez…
Goude bezañ bet skolaerez divyezhek he deus choazet Rozenn ober deus ar c'han he micher penn-da-benn : peurlipet he doa he mestroni war hec'h arz e-barzh Kreiz Breizh Akademi ha bet oc’h ober ur staj e-pad miz e bro India. Daremprediñ tachennoù all a ra diwar-vremañ : ar gwerzioù hengounel asambles gant an delennourez Lina Bellard, peotramant c'hoazh kanaouennoù karantez pe stourm asambles gant Yannick Noguet.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !