Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

Pig pe vran ? 5 – Lors Landat

  • 00:00:56
  • 08/11/2016

Ur c'haner dispar eo Lors... Ma n'ho peus ket bet tro c'hoazh d'e welet war ar leurenn, kit da zañsal war tonioù Alambig Elektrik pe reoù Feiz Noz Moc'h. Deut e oa da gemer perzh en abadenn Bec'h de'i gouestlet da Yann Tiersen ha Tiny Feet e miz Mae 2016, ha klevet e oa bet o kanañ (amañ), hag o kontañ e veaj er Stadoù-Unanet da geñver ar raktres Breizh Amerika.
Tik eo ar paotr Lors gant ar c'han-ha-diskan evel-just, met n'en deus ket aon da veskañ hengoun ar vro gant levezon broioù all, 'vel Okitania...
Ha pa ne vez ket o reiñ bec'h d'ar gavotenn 'vez kavet Lors war ul leurenn all : e skolaj Diwan an hini 'vez kavet, 'lec'h ma vez o kelenn galleg !

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !