Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

Pig pe vran ? 9 – Herve Lossec

  • 00:01:18
  • 08/11/2016

Leonad penn-kil-ha-troad eo Herve Lossec ! Ganet eo e Lesneven, desket brezhoneg gant e dud en atant ha bet o labourat e bed an tiez-bank da c'houde...
Ur wech aet war e leve en doa lakaet 'barzh e soñj deskiñ lenn ha skrivañ e yezh vamm. D'ar c'houlz-se e oa krog da gompren talvoudegezh "galleg ar vro", da lâret eo an holl droioù-lavar liv ar brezhoneg warne ("Du café vous aurez ?" da skouer, peotramant "Les poules sont parties avec le renard"). Renablet en doa kantadoù anezhe ha lakaet embann al levrig Les Bretonnismes e ti Skol Vreizh, a zo bet gwerzhet nouspet dek mil skouerenn anezhañ !
Derc'hel a ra bremañ Herve gant e labour skrivañ ha kemer perzh e buhez sevenadurel ar vro...

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !