Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

Pig pe vran ? 10 – Gireg Konan

  • 00:01:22
  • 08/11/2016

Paotr kar-e-vro eo Gireg Konan : choazet en deus dont da vevañ e Perroz(-Gireg!), e-lec'h m'emañ kavell e familh, daoust ma oa bet savet pell alese, en tu all d'ar mor bras, e bro Gebek. Di e oa aet e dud hag e vreudeur da c'houde ar brezel. Dafer-se he doa dalc'het ar familh da vrezhonegañ ingal ha da zerc'hel bri d'o breizhadelezh.
Abaoe m'eo distro er vro en deus kelennet Gireg ar brezhoneg (ha meur a zanvez all) e skolioù hag e skolajoù Diwan. Bet eo rener skolaj Plijidi e-pad un toullad bloazioù ivez. Plijadur en dez Gireg gant ar c'hanaouennoù, al lennegezh, ar filmañ... gant se 'vez stank al labour kaset gantañ, ha pa vefe bremañ war e leve, war tachenn ar sevenadur hag ar yezh e bro Dreger.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !