Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

Pig pe vran ? 6 – Claude Nadeau

  • 00:02:02
  • 08/11/2016

Dibosupl eo renkañ Claude Nadeau en ur c'hombod bennaket ! Sonourez ha kanourez a-vicher eo plac'h bro Gebek ha brudet evit he labour gant ar c'hlevier. Difennourez ar yezhoù en arvar eo ivez : ar galleg en he bro c'henidik, koulz hag ar brezhoneg e Breizh.
Desket he deus bet hor yezh ur wech degouezhet e... Pariz, e-lec'h m'eo bet ivez e penn ar stourm evit sevel ar c'hentañ skol Diwan en estrenvro ! Bet eo o labourat ivez e-pad ur pennad amzer e bed ar mediaoù brezhonek, asambles gant France Bleu Breizh Izel ha France 3 Breizh ivez. Ha soñj o deus sellerien Brezhoweb deus ar rummad dedennus-kaer “War an ton bras”, kinniget adalek 2013 war hon chadenn…

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !