Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

107 video

Manifestadeg "Deomp De'i" : 12 000 den e Kemper !

  • 00:04:51
  • 31/03/2012
  • Ar bed o treiñ

Politikerien, stourmerien pe tud kar-o-yezh, kozh ha yaouank, a bep korn a Vreizh, o doa respontet d'ar galv da vanifestiñ d'ar Sadorn 31 a viz Meurzh 2012 evit difenn yezhoù Bro-Frañs ha goulenn ma vo graet ul lec'h brasoc'h dezhe er gevredigezh a-vremañ. Evit ar wech kentañ e oa bet aozet meur a zibunadeg war un dro, e Kemper hag e Tolosa (25 000 den), Strasbourg (1500 den), e Perpignan (6000 den), hag ivez e Baiona, Lille, Annecy, Ajaccio...
Ha n'eo ket dre zegouezh eo bet lakaet an darvoud miz a-raok an dilennadeg veur. Splann e oa embannet ar pal kaout un tamm levezon war soñj an dilennidi da zont a-fed ar yezhoù rannvro.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !