Sous-titres
Désolé, cette vidéo n'est plus disponible.

Lammoù kalon e Palestinia

  • 00:26:06
  • 01/02/2015
  • Enlinenn betek 30/04/2015
  • Ar bed o treiñ

Kaset omp d’un ti-skoazell e Palestinia gant Riwana, studierez war ar medisinerezh. Aet ’oa-hi da heul daou vedisin deus Brest, Dominique Le Nen ha Jean Branellec. Surjian ortopediour eo an eil, hag anesteziour eo egile. Tremen a ra ar re-se un nebeud sizhunvezhioù bep bloaz e broioù all ’benn roiñ dorn da dud ar broioù-se o dez ezhomm skoazell, e-keit ha ma vez tud ar C’hornôg oc’h ober van ne welont netra.
En teulfilm-mañ e vezont gwelet en Ospital Khalil Suleiman e Jenin, e-tal kichen ur c’hamp repuidi deus Palestinia, bet peurzistrujet gant arme Israel e 2002, hag adsavet goude.

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !