L’Orsalhèr – Paotr e arzh

l’orsalher – paotr e arzh
1840, er Pirenèus. Dilaosket eo e zousig, e ziegezh, e vro hag e yezh ivez, un tamm, gant Gaston, ur paotr yaouank a faot dezhañ mont da “baotr-e-arzh”. Desevel un arzhig ha mont da redek bro a zeu da vezañ e sorchenn. Laerezh a ra un arzhig digant e vamm ha krogiñ a ra gant e vuhez nevez : spazhañ ha dresañ an arzhig, deskiñ dezhañ da zoujañ ouzh e vestr, ha mont da vale bro…

Dont a ra Gaston Sentein war e c’hiz d’ar gêr goude ar vendemiñ. War e hent, tud ha loened a bep seurt : ul lapous a gomz, ur gwaz kozh mein gantañ war e gein, ur skornour a gas e garr buanoc’h evit un tenn-kanol…
He rumm micherioù dezhi zo e pep kêriadenn en Okitania, en 1840. Tost-mat d’ar menezioù emañ Elcè, kêriadenn Gaston, e-lec’h ma vev kalzig a arzhed. Du-hont e vez kontet istor Yann an Arzhed, ur vojenn deus ar vro, ha hemañ, damarzh ha damwaz anezhañ, bet o veajiñ er bed.
Paotr e arzh e faotfe da C’haston bezañ. E ti e dud ec’h a da labourat, bemdez hag asambles gant e c’hwec’h breur, war an tamm douar bihan a zo dezhe. Un dachenn douar kalz brasoc’h a zo d’an amezeg, hag ur verc’h dezhañ nemetken, Estelà. A-holl-viskoazh zo bet soñjet e vefe eurejet honnezh gant Gaston. Met ne faot ket d’ar paotr yaouank mont da labourer-douar. Gant skoazell e zousig e pak un arzhig bihan, ha desevel anezhañ. Tamm-ha-tamm e tilaosk pep tra evit ober war-dro e arzhig. D’an nevez-hañv ec’h a kuit, e-unan.
E pep kêriadenn e teu an dud d’ar red da welet arzh Gaston, aet da vras : jangloù an arzh a sach anezhe, met e c’halloud da bareañ an dud ivez, sañset. Arriet a reont en Tolosa, ha mignoniezh a sav etre eñ hag ur marc’hadour levrioù, a zigor dezhañ dor bed al levrioù hag ar preder. Karantez a zeu dezhañ ivez evit Gabriela, ur plac’h yaouank a vez gwerzhet voalennoù ganti ha gant he c’hwec’h c’hoar, ha gant he mamm, ur vaouez a benn.
Pa zeu ar goañv ec’h a kuit Gaston gant ar marc’hadour levrioù, da vont pelloc’h en e veaj…

Ur veaj deskiñ eo ar film-mañ, liv ar vojenn hag ar varzhoniezh warnañ hed-ha-hed. Temoù zo ennañ – ar blijadur pe ar redi da chom en e vro hag ar c’hoant da veajiñ, patromoù kozh ar modoù da vevañ asambles, tiegezh, koublad… ha peseurt patromoù hirie ?, dazont ar c’humuniezhioù tud –, a denne d’ur preder bev er bloavezhioù 80, met n’int ket diamzeret tamm ebet hirie.

Ur film sevenet gant Jean Fléchet en 1982, Priz ar sellerien e festival filmoù Grenoble 1983.
Okitaneg istitlet e brezhoneg
Gant Patrici Icart, Nadia Slacik, Peireta Meyerie, Rosina de Pèira, Nadala Veriac, Leon Còrdas,
Simon Laguens, Marcèu Amont, Pèire Aubert.


Jean Fléchet

Sevenour, produour ha skrivagner eo Jean Fléchet. Un diplom gant an IDHEC en doa bet, ha kroget gantañ d’ober filmoù e Maroko hag e Pariz. En 1961 en doa savet an ti-produiñ Les Films Verts. Ober a rae war-dro ar gevredigezh Tecimeoc (skinwel ha sinema, kreisteiz Bro-C’hall hag Okitania), ha sevenet meur a film gantañ, LOrsalhèr e 1982 peurgetket, ar film faltazi hir kentañ en okitaneg penn-da-benn.
En 2003 en doa embannet Ciné-Vaucluse, champ et hors-champ, 100 ans de cinéma loin de Paris (Dolfin Editions), ul levr a-bouez-bras war istor ar sinema e Vauclusa.
En 2005 en doa embannet La Caméra en bois (embannadurioù Cheminements), ul levr 600 pajenn ha peder lodenn ennañ, e-lec’h ma ’c’h a pelloc’h gant istor Gaston Sentein.
Hirie emañ war e leve en Mondragon (Vauclusa).

Roll filmoù

Filmoù hir
LOrsalhèr (100 mn)
Traité du rossignol (100 mn)
LÉcole des femmes de Molière (100 mn)
La Sartan ha La Fam de Machougas (70 mn)
La Soupe populaire (80 mn)
Onze fragments minéraux en Lubéron (59 mn)
Brahim ou le collier de beignet (film hir war Maroko dizalc’h)

Filmoù berr
La Sartan (20’), La Faim de Machougas (52’), Le Mont Ventoux (26’), Lo ferre vielh (26’), Jorgi Reboul (30’), Bordilhas (20’), Photographes du quotidien (26’), La fête dOrange (26’), Lipetarias provençalas (20’), LOurs brun des Pyrénées (20’), Luberon, mars 70 (13’), LAubre vielh (13’),
Lenga de Peilha (26’), Ne tirez pas ! Cest Saint-Ex (10’), Cinq fragments pour un vitrail (13’), Manosque, pays de Jean Giono, trois films dinitiation au film (42’), Underground again (10’), Cinétracts dAvignon 68, Le festival dAvignon 1967, Sept petits sketches de grammaire, LArchéologie racontée aux enfants, Ductus, Je marchais…