Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

57 video

Bec'h de'i ! Traonienn ar Sent

  • 02:04:19
  • 12/03/2017
  • Ar bed o treiñ

Traonienn ar Sent
Pemp bloaz zo, pa ne oa nemet un dek delwenn bennaket war al lec'hienn, e oa bet Lionel Buannic ha skipailh ar WebNoz da furchal un tamm : petra 'oa ar raktres drol-se staliañ ur mil delwenn bennaket e kreiz ar vro ? Ha faotet 'n deus da skipailh ar Bec'h de'i mont da wel' 'ba pelec'h 'mañ erruet an traoù hirie.
Un hanter-kant sant bennaket zo bremañ war dosenn Sant-Gweltaz, disheñvel 'nezhe holl, savet gant arzourien deus ar bed a-bezh oc'h ober gant mein ar vro. Peseurt pal zo d'an afer-se ? a fell da Lionel Buannic goût. Julien Meffre, kronikour e Bec'h de'i, 'c'h eo start dezhañ kompren : un afer relijiel 'vefe, ha klasket 'vije kas en-dro 'ba 'r vro doareoù aet da get pell zo ? Respontoù sklaer zo bet gant ar re a ra war-dro an traoù war an dachenn : sent mod Breizh n'int ket sent mod Roma, n'eus ket afer adsevel ur plas bennaket d'an iliz 'ba Karnoed, e-kreizig-kreiz ar vro ruz, met degas da soñj deus un tamm deus hon istor, na vez ket kelennet alies – aezetoc'h dimp holl kaozeal deus doueed Gresia pe Roma, 'kuita ? Sell tud ar vro zo rannet didro ganimp, e brezhoneg kaer Karnoed.
'Giz kustum 'po plijadur ivez gant c'hoarioù yezh Sten Charbonneau : 'giz zo bet lâret gant un' bet pedet da c'hoari, ma vez c'hoant da zeskiñ brezhoneg 'c'h eo 'mod-se 'vez ret ober !
Ha ma faot deoc'h dañsal un tamm, grit ha'i 'sambles gant Jean-Yves Le Boulc'h hag Yves Guillerm, kaner ha diskaner anezhe, pe gant Marcel Prigent ha Guy Le Guern war son ar binioù hag ar vombard !

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !