Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

57 video

Bec'h de'i ispisial Ar Redadeg : an degouezh ! (15-9)

  • 02:01:27
  • 10/05/2016
  • Ar bed o treiñ

Disadorn en em gave ar rederien e Lokoal-Mendon evit ar c'hilometr diwezhañ : staliet e oa bet leurenn Bec'h de'i e-kreiz ar jeu evit diskouez an darvoud deoc'h war-eeun !
Kenginniget eo bet an abadenn gant Lionel Buannic, e-giz kustum, asambles gant Goulwena an Henaff ha Mael Gwenneg (F3 Breizh), a oa-eñ 'giz ur pesk ’ba 'n dour war an dachenn, e-mesk ur mor a dud !
Kalzig a dud o deus bet ar vadelezh da respont da bedadenn Brezhoweb ha da zont da ginnig o labour war-eeun ivez : Gilles Servat, da zigentañ, bet boulc'het an abadenn gantañ, hag o kanañ "Bugaleaj nevez" espres-kaer ; skipailh aozourien ar Redadeg : Fulup Kere, Mael Thepaut, Loig Jade, Gi Peñseg, hag an Trofe Roñsed-Mor : Emilie Le Bail. Deut e oa tud zo o kontañ dimp peseurt mod eo bet skoazellet o raktresoù gant ar Redadeg evit ar brezhoneg : Anna Lincoln (Kalanna) Yann Fulub Dupuy (Tro-Didro), Gregor Mazo (Divskouarn), ha Katell Chantreau, e-mesk aozourien ar Redadeg hag e penn an UBAPAR ivez. Ha Gentas er Vuhé, en e vleud ’ba e vro, ne oa ket chomet da dermal pa oa bet goullet gantañ kanañ evit an holl…
Konogan an Habask ha Youenn Chapalain a oa deut ivez er fin ’benn lenn an destenn bet savet gante, ha lennet nebeut a-raok war al leurenn vras. Fromus ha kreñv o c'homzoù. Gant ma vo klevet gant an holl !
Plijadur ken-ken zo bet, ha trugarez vras a lâromp da skipailhoù ar Redadeg hag an Trofe, a-greiz kalon, efedus-hardî ha prest da respont da gement goulenn, droch pe get :p, hon doa savet oute a-benn gellet kas an abadenn-se da benn vat !
Deoc'h ar blijadur bremañ neuze da adwelet degouezh ar Redadeg !

Un abadenn produet ha kinniget deoc'h gant Lionel Buannic, Brezhoweb, hag e skipailh teknikourien war blas, kenaozet ha kenginniget gant Mael Gwenneg ha Goulwena an Henaff, F3 Breizh. Kelaouadennoù gant Bwb ha F3 Irwazh. Jenerik ispisial gant Herve Huneau.
Bet skignet war-eeun diouzh Lokoal d'ar Sadorn 7 a viz Mae war Brezhoweb, lec'hienn F3 Breizh, ha war ar chadennoù lec'hel (TVR35, Tebeo, Tebesud).

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !