Vous devez accepter
les cookies pour accéder
à ce service !

57 video

Bec'h de'i ! Beilhadeg an Nedeleg 'ba Kawan (14-4)

  • 02:05:26
  • 01/12/2016
  • Ar bed o treiñ

Konterien ha kanerien a-feson zo 'ba Bro-Dreger, hag un tañva zo roet deoc'h en abadenn-mañ gouestlet d'an Nedeleg.
Boulc'het an abadenn gant pemp plac'hig deus skol Sant-Rok 'ba Lannuon, o kanañ brav espres-kaer 'vidomp "E-kreiz an noz".
Ha da heul, Daniel Giraudon, Fañch Peru, Ifig Troadeg, Louis-Jacques Suignard, Marie-Thérèse Calvez, Marie-Thérèse Peru, en-dro d'an daol, 'sambles gant Julien Kornig ivez, 'n doa klasket bod dimp ha degemeret 'c'hanomp a-feson, 'giz kustum !
Ha n'ankouait ket rubrikenn levrioù Christian Le Meut : ur bern soñjoù mat ha levrioù e-leizh da lakaat ouzh troad ar wezenn-Nedeleg, 'sambles, an taol-mañ, gant un toullad c'hoarioù e brezhoneg !
Mann 'met tud veur a Vro-Dreger neuze, 'sambles gant paotr Bro-Vigouden ha paotr Bro-Gwened !
Plijadur deoc'h, ha… Nedeleg laouen en holl vroioù Breizh hag en hon femp departamant !

Plijet / Displijet ? Skrivit ho soñj !